.

Ar c'hortoz Lyrics

Lavaret he deus din-me gortoz anezhi
War an uhel an dorgenn
Gant ur boked rozennoù-agroaz en ur c'hwibanat un ton ;
Kutuilhet 'm eus ar bleunioù 'giz er ganaouenn,
C'hwibanaet ken ma c'hallen, gortozet, gortozet am eus,
'vel ar c'haner brudet, zoken am eus luchet ...
Me 'oar-me e kemer kalz amzer ar garantez
Neuze ne zizesperan ket e teuio davedon un deiz
Marteze ez on eeun soñjal en dra-se
N'eo ket deuet en dro-mañ, met 'm eus ket droug outi evit-se
Lavaret he deus din-me gortoz anezhi
E fin an abardaez
War ribl ar ganol gant ur jiletenn-saveteiñ ;
Ha torret 'm eus ma revr, 'vel Paotr ar Pikardi,
Dilavar, war e gobar, da c'hortoz 'pad pennadoù hir,
Ar c'hentañ skluz, war e basianted ...

Me 'oar-me e kemer kalz amzer ar garantez
Neuze ne zizesperan ket e teuio davedon un deiz
Marteze ez on eeun soñjal en dra-se
N'eo ket deuet en dro-mañ, met 'm eus ket droug outi evit-se.
Report lyrics
Milendall (2004)
Bro gozh ma zadoù Dazont ebet Ar c'hortoz Er-maez 14/07 Bec'h dezhi Ar sorserez Bouzar, dall ha mut Deiz pe zeiz Sac'h kaoc'h Ar gorrandonez Mil-hent-dall