.

Bro Gozh Ma Zadoù Lyrics

Ni Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !
Brudet eo an Arvor dre ar Bed tro-dro !
Dispont e kreiz ar brezel, hon tadoù ken mad
A skuilhas eviti o gwad.
Diskañ
O Breizh ! Ma Bro ! Me 'gar ma Bro ;
Tra ma vo 'r mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro !

Breizh, douar a Sent kozh, douar ar Varzhed ;
N'eus Bro-all a garan kement 'barzh ar Bed ;
Pep menez, pep traonienn d'am c'halon 'zo ker ;
Enno 'kousk meur a Vreizhad ter !
Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreñv ;
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv ;
Gwerz trist, son didius a ziwan eno ;
Pegen kaer ez out, ma bro !

Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh,
He c'halon a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh !
Report lyrics
Top Hymne National Breton Lyrics